Gian Giacomo Trivulzio

Poltred gant Raffaello Morghen (1758–1833)

Gian Giacomo Trivulzio (Milano, 1440Arpajon, Bro-C'hall, Kerzu 1518) a oa un uhelad, condottiero gwelf ha politiker italian. Perzh a gemeras e kentañ brezelioù Italia.

Mab e oa da Antonio Trivulzio (?-1454) ha Francesca Visconti.

Da gentañ edo e servij Ludovico Sforza, met e 1483 ez eas a-du gant ar roue gall Charlez VIII.
Gant ar roue gall Loeiz XII e voe anvet da c'houarnour Milano. En emgann Agnadello e 1509, en emgann Novara e 1513 hag en emgann Marignano e 1515 e voe e penn bagadoù gall.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search